Kanol Beagle zo ur strizh-mor etre inizi Douar an Tan, an enezeg a zo e penn suañ Suamerika. Dispartiañ a ra Isla Grande de Tierra del Fuego diouzh an inizi Nueva, Picton, Lennox, Navarino, Hoste, Londonderry, Enez Stewart ha re all bihanoc'h c'hoazh er su.
Al lodenn reter a ya d'ober ar vevenn etre Chile hag Arc'hantina, met al lodenn gornôk zo e Chile.