Ur c'hanol-mortez zo un arm kanolierezh skañv. Ennañ e vez entanet an obuz dre c'hravitadur, hag evit se e c'hall tennañ a-blom nemetken, gant ur c'horn 45° da nebeutañ. Krouet e oa bet evel arm seziz er XVIIvet kantved, hag implijet e vez evit tennañ war-gloc'h war sibloù a c'hall bezañ e trancheoù da skouer. Ar c'hanolioù-mortez izel o c'halibr a zo skañv hag a vez implijet gant an droadegiezh evit kaout ur skoazell kanolierezh hezoug war an dachenn-emgann. Kanolioù-mortez uheloc'h o c'halibr a c'hall bezañ montet war rodoù, pe war-vourzh bagoù da skouer.