Ar Siglo de Oro, pe Kantved Aour Spagn (e brezhoneg) zo un droienn spagnolek ijinet en XVIIIvet kantved gant al lenneg spagnol Luis José Velázquez, markiz Valdeflores (1722-1772), a reas ganti e 1754 en e oberenn Orígenes de la poesía castellana, nemet d'ober anv eus ar XVIvet kantved e oa.
Hogen war e lerc'h e voe adkemeret hag astennet d'ober anv eus ar marevezh klasel p'edo sevenadur Spagn en e varr, an arzoù hag al lennegezh dreist-holl, da vare an Azginivelezh er XVIvet kantved hag ar Varokelezh er XVIIvet kantved, d'ar c'houlz ma renas Tiegezh Habsburg er vro.
Hiziv pa gomzer eus Siglo de Oro e komzer eus ar mare adal embannadur Gramática castellana Antonio de Nebrija, e 1492, hag a glot gant fin ar Reconquista ha beaj kentañ Kristof Kolomb, betek marv ar skrivagner Pedro Calderon de la Barca e 1681, daoust ma vez lakaet da echuiñ abretoc'h alies ivez, gant Feur-emglev ar Pireneoù, etre Bro-C'hall ha Spagn, e 1659.