restaolet am eus ar pennad orin evit daou abeg pennañ:
1. ret eo chom neptu (na difen na gritikañ). 'totaliter-tre' a lâras? ha bez e c'heller bezañ damdotaliter 'michañs? n'eus forzh penaoios, n'eo ket bet lakaet e plesutr ar varksouriezh-leninouriezh en tu ebet en un doare all, neuze ne c'hell ket bezañ totaler rak n'eus sistem ebet all damhñvel evit e genveriañ outañ.
2. tennet 'meus 'goulag' rak a) n'eus pennad ebet c'hoazh er wikipediañ e brezhoneg o klotaat gantañ; b) ar goulag (mar fell dit kaozeal outañ) ne denn ket d'ar stalinouriezh (ideologiezh politikel) met kentoc'h d'ar pezh a c'hellfer enver 'stalinerezh', da lâret eo praktikoù stalin (gwir pe get).
ha tremen a rez da amzer o lakaat da gredennoù politikel e pennadoù ar re all? ne vefe ket gwelloc'h dit mont da sevel un toullñad pennadoù diwar-benn ar pezh a blij dit kentoc'h?
mar kendalc'h an dud da cheñch pajennoù ar re all evit abegoù politikel nemetken e vo ret kregiñ da wareziñ pajennoù zo - pezh e vefe trist rak ne vef ket tu na d'o reizhañ na d'o ledanaat ken
Neal 6 July 2005 11:08 (UTC)