Kari Hotakainen

Kari Hotakainen
Kari Hotakainen
Obererezh romantoù, levrioù evit ar yaouankiz, pezhioù-c'hoari, barzhonegoù
Ganedigezh 9 a viz Genver 1957
e Pori
Yezh skrivañ finneg
Enorioù

Kari Hotakainen (9 a viz Genver 1957 e Pori, Finland) a zo ur skrivagner finlandat. Da gentañ e voe kazetenner e Pori hag e 1986 ez eas da Helsinki. Abaoe 1996 e kas holl e amzer o skrivañ Daou vugel en deus, ha dimezet eo gant Tarja Laaksonen. Labouret en deus bet ivez evit ar gazetenn Helsingin Sanomat. Un diplom skol-veur war an arzoù en deus.

Hotakainen a stagas gant ar skrivañ er bloavezhioù 1980. E zastumad barzhonegoù kentañ, titlet Harmittavat takaiskut, a voe embannet e 1982. Goude-se e skrivas levrioù evit ar yaouankiz, ha goude-se c'hoazh romantoù. Brudet e teuas da vezañ e 1997 pa voe anvet evti Priz Finlandia gant Klassikko. E 2002 e resevas ar Priz Finlandia gantJuoksuhaudantie hag e 2004 e resevas Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant ar memes levr. Lakaet e voe ivez da film. E 2006 e resevas Priz C'hoariva an Norzh gant he bezh-c'hoari Punahukka.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne