|
- Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
|
Impalaer ar C'hornôg e 875 ha roue Bro-C'hall (Francia occidentalis) e oa Karl II, pe Karl ar Moal[1], pe Charlez ar Moal[2], pe Karl Voal[3], ganet e 823 e Frankfurt am Main ha marvet e 877 en Avrieux. Mab e oa d'an impalaer Loeiz an Deol ha da Judit Bavaria, trede pried Loeiz. Met tri breur henañ en doa, bugale Irmingard Hespengau, hag ar re-se ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. A-benn ar fin, goude emgannañ enep dezho a-hed ar bloavezhioù e c'hounezas Karl an uhelgarg e diwezh e vuhez. E Breizh e voe trec'het gant ar Vrezhoned renet gant Nevenoe e 845 ha gant Erispoe e Jengland.
- ↑ Bulletin de la société académique de Brest, Deuxième série, Tome XX, 1894-1895. Brest, 1895. « Maro ar Roue Morvan » gant Ch. Gwennou, p. 464. « Kenteliou ann Istor », p. 470.
- ↑ Louis Élégoët, Istor Breizh, RES, 1999, p. 55b.
- ↑ « Emgann Jengland e 851 » gant Noël-Yves Tonnerre, lakaet e brezhoneg gant Kuzul ar Brezhoneg.