Karpos (Καρπός /Karpós, « frouezhenn » e henc'hresianeg), a oa ur paotr yaouank koant eus ar re goantañ.
Mab e oa da Zefyros (an avel gornôk) ha d'an nimfenn C'hloris (plac'h an nevezamzer hag ar bleunioù).
An tri anezho a ra ur vetaforenn naturel: gant an avel gornôk e teu an nevezamzer, a zegas bleuñv ha frouezh.