Kartennouriezh a reer eus ar studi hag ar pleustr da sevel kartennoù.
Dre genstrollañ ar skiant, ar genedelezh hag an teknik e talc'h ar gartennouriezh da gas an traoù gwelus da stlennoù egorel gant un aozadur grafek pe stlennel. Pan eo ar gartennouriezh hollad an hentennoù da sevel ar c’hartennoù, ar sevel kartennoù e-unan eo an disoc’h, ha "kartenniñ" a c’hall bezañ kevatal d'an dro-lavar. Gallus eo lakaat ar gartennouriezh d'ur skiant a c’hell bezañ kelennet e pep lec’h, met er skolioù sevel kartennoù e veze pleustret warni gwechall ha bremañ e vez kelennet dre hentadoù arbennik er skolioù-meur.
Goude kavet ar mammennoù, da lavaret eo tresadennoù, luc’hskeudennoù pe stlennoù (savleoù, skridoù, restroù...) e stager gant ar sevel kartennoù dre bemp pazenn.
An tresañ hag ar moullañ e oa diazezoù koshañ ar gartennouriezh ; bremañ avat ez eo skiant ar stlenn douaregorel[1]. Diwar-se e vez savet reizhiadoù stlenn douaroniel (RSD) a endalc’h ar stlennoù douaregorel evit o c’hemm er restroù prest da vezañ moullet, luc'hvannet pe ginniget enlinenn.
Meur a skiant hag a ziskiblezh a ya da fardañ ar stlennoù douaregorel : douaroniezh, steredoniezh, mentoniezh, matematik, urzhiataerezh, aerlunerezh hag all ; ha kartennoù zo rekis e meur a skiant ivez : douarouriezh, bevoniezh, skiantoù sokial (keraozouriezh, kevredadouriezh hag all) da skouer. Evit bastañ d’o ezhommoù ez eo ret implijout elfennadur ar stlennoù.
Nevez zo ez eo bet ouzhpennet ar gartennouriezh 2.0 hag ar gartennouriezh-kelaouiñ. Ijinet ez eus bet ur ger nevez evit kenskejadur ar gartennouriezh hag an urzhiataerezh : ar geomatik, gant geomatikourien o pleustriñ warnañ.