Ur gartouchenn zo ur seurt munision a dalvez da gargañ an armoù-tan. Mont a ra d'he ober : ur garg poulzañ gant poultr, ur vannadell pe meur a hini (drajez, bolod), hag un emors paket e traoñ ur gronn metal anvet douilhez graet a-ratozh da vont klok e-barzh kambr ur c'hanol arm-tan. An douilhez, war-bouez he foñs, a c'hall bezañ savet e metal pe e plastek ; gwechall e c'halle bezañ e paper. Pal ur gartouchenn zo dougen ha maneañ en un doare aes ha prim peadra da dennañ gant un arm-tan[1]. Betek fin an XIXvet kantved, ar poultr du e oa an danvez-tarzh a veze implijet ar muiañ met kemeret eo bet e lec'h hogos dalc'hmat abaoe gant kenaozadurioù poultr divoged a-vremañ.
Ar c'hartouchennoù zo un niver a seurtoù hag a ventoù dezhe hag a vez fardet peurliesañ da labourat evit pep a seurt armoù-tan resis. O muzulioù zo anavezet en un doare etrebroadel gant aozadurioù evel ar CIP, ar pezh a ro tu da ober gante e armoù savet gant embregerezhioù pe tud disheñvel. Bezañ zo ivez seurtoù kartouchennoù ispisial a vez savet evit kavout un efed resis, hag a vez implijet e degouezhioù 'zo hepken, evel el lazhtioù loened da skouer. Peurliesañ e vez merkoù pe livioù ispisial war ar c'hartouchennoù da sikour anavezout anezhe ha da viret na vefe implijet ar c'hartouchennoù dre zegouezh pe en un doare fall.
Gallout a reer rummata ar c'hartouchennoù hervez ar seurt emors a implijont. Hiziv an deiz emañ an emors e-kreiz ar strad pe war e zro. Gwezhall e oa seurtoù emorsoù all zo aet diwar implij hiziv.
Kenderc'hel a ra ar broduerien hag an armeoù da glask sevel kartouchennoù hep gronn da zerc'hel an elfennoù a-gevret. Implijet e vez a-wezhioù meizad ar c'hartouchennoù er c'hanolierezh evel en armoù bihan. E degouezhioù all e vez dispartiet ar vannadell diouzh ar garg poulzañ.