Katalonia Catalunya (ca) Catalonha (oc) Cataluña (es) | ||||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
Katalonia (katalaneg : Catalunya, okitaneg : Catalonha, spagnoleg : Cataluña) zo unan eus ar 17 kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1979, hag adwelet he Statud Emrenrezh e 2006 m'eo lakaet da vroadelezh, daoust ma oa bet votet e penn-kentañ he lakaat da vroad, ar pezh a zo bet nac'het gant justis Spagn.
E biz Ledenez iberek emañ. Stekiñ a ra ouzh Frañs hag Andorra en norzh, ouzh Aragon er c'hornôg ha Kumuniezh Valencia er su.
Peder froviñs he deus Kumuniezh Emren Katalonia: Barcelona, Girona, Lleida ha Tarragona. He c'hêr vrasañ eo he c'hêrbenn, Barcelona, a zo ivez eil kêr vrasañ Spagn ha seizhvet kêr vrasañ Unvaniezh Europa.
Ar brasañ eus tiriad kozh Priñselezh Katalonia az a d'ober ar Generalitat, nemet ar Roussillon a oa bet roet da Frañs gant Spagn e 1659 (emañ e departamant Pireneoù-ar-Reter bremañ).
E fin an VIIIvet kantved, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E 988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant Rouantelezh Aragon e 1137 dre zimeziñ. Adalek 1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etre Spagn ha Frañs (etre 1635–1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beli Frañs e kollas ar Roussillon e 1659. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701–1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enep Fulub V a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek 1716 dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezelioù Napoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar Republik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e 1931, a voe distrujet gant Francisco Franco e 1936. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e 2017 un referendom berzet gant Madrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beli Madrid.