Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Kate Beckinsale |
Anv ganedigezh | Kathrin Romany Beckinsale |
Anv-bihan | Kathrin, Romany |
Anv-familh | Beckinsale |
Deiziad ganedigezh | 26 Gou 1973 |
Lec'h ganedigezh | Chiswick |
Tad | Richard Beckinsale |
Mamm | Judy Loe |
Breur pe c'hoar | Samantha Beckinsale |
Pried | Len Wiseman |
Kompagnun(ez) | Michael Sheen |
Bugel | Lily Mo Sheen |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, rusianeg |
Micher | aktour, aktour sinema, aktour c'hoariva, model |
Bet war ar studi e | Godolphin and Latymer School, New College |
Deroù ar prantad labour | 1991 |
Oberenn heverk | Absolutely Anything, Serendipity, Underworld |
Kathrin Romany Beckinsale ganet d'ar 26 a viz Gouhere 1973 zo un aktourez saoz ganet e Finsbury Park nepell diouzh Londrez. Goude un nebeud rolloù dister evit ar skinwel ez eo kroget da vat gant ur vuhez aktourez a-vicher er film Much Ado About Nothing (1993) pa oa c'hoazh studierez e skol-veur Oxford. Goude-se e oa bet tu da welet anezhi e rolloù istorel evel er film Prince of Jutland (1994), Cold Comfort Farm (1995), Emma (1996), ha The Golden Bowl (2000), ouzhpenn m'h deus kemeret perzh en abadennoù radio. E fin ar bloavezhioù 1990 e adkaver anezhi o klask toullañ he hent micherel er Stadoù-Unanet ha goude bezañ bet rolloù a eil renk er filmoù drama The Last Days of Disco (1998) ha Brokedown Palace (1999), eo choazet evit c'hoari er film drama brezel renet gant Michael Bay Pearl Harbor hag ar gomedienn romantel Serendipity. Kregiñ a ra da vezañ brudet ; c'hoari a ra er filmoù Aviator (2004) ha Click (2006).
Ar brud gwirion a voe gant an heuliad filmoù Underworld (2003-bremañ). Goude-se e voe brudet dre he rolloù e filmoù niñvek evel Van Helsing (2004).