Kef Nedeleg zo ur wastell e stumm un etev, a vez debret da vare Nedeleg. Aroueziñ a ra ar mell etev a veze lakaet en oaled gwechall gant an dud. Kalz gwastelloù Nedeleg disheñvel o stumm hag o aozennoù zo en Europa a-bezh. An hengoun-se, testeniekaet abaoe ar Grennamzer da nebeutañ, en deus gwriziennoù pagan liammet ouzh lid goursav-heol ar goañv. Ar c'hef Nedeleg a anavezomp hiziv a seblant bezañ bet ijinet e Bro-C'hall en XIXvet kantved avat, met ne ouzer ket gant piv resis. Forzh penaos eo deuet da vezañ ur c'hustum da vat adalek 1945-50 hepken. Skignet eo bet en holl vroioù gallek ha/pe trevadennet gant Bro-C'hall, ha broioù all zoken evel ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag al ledenez iberek.