En darempredoù etrebroadel, implijet e vez meizad ar c'helc'h levezon, da gaozeal eus un takad pe ur rannvro levezonet gant ur Stad pe un aozadur war an tachennoù sevenadurel, armerzhel, milourel pe politikel.
Alies e vez lakaet war wel gant emglevioù ofisiel pe kefridioù kannadourel etre an hini levezonet hag an hini levezonet. Met gallout a ra an tiriadoù ivez bezañ levezonet dre ar soft power. Un emglev ofisiel etre div stad ne dalv ket ez eus unan e-barzh kelc'h levezon eben : dizingal e rank bezañ an darempred.
Ar c'helc'h levezon a c'hell kaout stadoù emren a-walc'h war meur a dachenn, met ivez stadoù suj pe trevadennoù de facto. Da skouer, kelc'h levezon an Unaniezh Soviedel, da lâret eo "Blok ar Reter" e-pad ar Brezel Yen, a veze kavet ennañ renadoù merc'hodenn e-giz Bro-Pologn met ivez stadoù sikouret gant an URSS gant un emrenerezh bras en o folitikerezh diabarzh e-giz Bro-Aljeria.
Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar meizad-se ha diforc'het liveoù levezon disheñvel etre ar galloudoù meur, ar galloudoù bras, ha/pe ar galloudoù krenn.