Kenaan (hebraeg : כנען Kənáʿan) a zo un tiriad a yae eus su Fenikia (Tir ha Sidon) betek dezerzh an Negev er Bibl.
Amsklaer orin ar ger, dont a rafe eus anv Kenaan, unan eus mibien-vihan Noah. An annezidi a oa bodet e klanoù a voe argaset gant ar yuzevien. Rolloù anvioù a gaver e Levr ar C'heneliezh (Gn 10, 15-18)[1] hag e Levr an Adlezenn (Ad 7, 1-5)[2]
Daoust d'ar pezh a lenner e Levr an Adlezenn, « seizh pobl, niverusoc'h, ha kreñvoc'h egedout, hag en devo o laket an Aotroù dirazout, hag az po o dornet, ez anaouei[3] anezho, hep divizañ ganto emglev ebet, na kaout truez outo'' »[4], e chomas un darn eus ar pobloù-se e Kenaan hag e voe kalz dimezioùh a zoken azeulerezh an idoloù evel ma vez meneget e meur a lec'h er Bibl[5].
Un arouez kreñv eo : an "douar prometet" , an Douar a yeas Avraham davetañ goude bezañ bet galvet gant an doue, an Douar da aloubiñ gant sikour an doue, hag all.