Kernow | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn | Onan hag oll "Unan hag holl" | ||||
Gouel broadel | Sant Piran : 5 Meurzh | ||||
Kan broadel
| |||||
Melestradur | |||||
Riez | Rouantelezh-Unanet | ||||
Bro ofisiel | Bro-Saoz | ||||
Rannvro | South-West | ||||
Kêr-benn | Truru (Karrek) | ||||
Yezh vroadel | Kerneveureg | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 3 562 km² | ||||
Poblañs | 575 413 (2022) | ||||
Stankter | 161,5 den/km² | ||||
| |||||
Internet | www.cornwall.gov.uk |
Kernev-Veur (Kernow e kerneveureg, Cornwall e saozneg) zo ur vro geltiek hag ur gontelezh e beg mervent Breizh-Veur, en hanternoz da Vor Breizh, dirak aodoù Bro-Leon, er c'hornog d'ar stêr Tamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 568 210 a annezidi a oa o chom enni e 2019, ha Truru eo he c'hêr-benn. Bet ur rouantelezh hag un dugelezh, pouezus eo bet ar mengleuzioù staen, al labour-douar, ar pesketaerezh hag an touristelezh en he ekonomiezh. Saozneg a vez komzet gant ar Gerneveuriz, ha kerneveureg gant lod, ur yezh keltiek tost ouzh ar brezhoneg.