Kerzhout zo un ober naturel ha boutin d'an holl loened garet ha troadet, fiñv ar c'horf pa lakaer an eil troad dirak egile, da vont war-raok, ha n'eo ket ken fonnus evel redek. Un ober ret eo d'an darn vrasañ eus an dud, d'al labourerien, d'ar chaseourien abaoe amzerioù koshañ ar ragistor. Un ober a blijadur eo ivez, hag ur sport eo deuet da vezañ.