Gant ur gevrollenn hag a c'hell bezañ war baper pe parch pe un teul niverel e vez dispaket treuzskrivadur un oberenn sonerezh. An treuzskrivadur a c'hell bezañ graet gant meur a notennadur sonerezh (notennadur neumatek, notennadur mentadel pe notennadurioù nevesañ savet evit seurtoù sonerezh nevez hag all) ha drezañ e vez troet ar peder elfenn a gaver er sten : an uhelded, ar pad, ar stankted hag ar sonliv.