Kilo-, aroueziet gant k, eus ar gresianeg χίλιοι chilio "mil", zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ an unanenn m'eo lakaet dirazi dre 103, da lavaret eo dre vil (1 000). Da skouer : ur c'hilometr zo mil metr : 1 km = 1 000 m.
Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger kilo- e galleg, eus ar gresianeg ἑκατόν hekatón "kant". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]
Paot eo komz eus hedoù gant ar ger kilometr er yezh pemdez, hogen berraet e vez kilogram e "kilo" hepken peurliesañ.