Kim Stanley Robinson (ganet d'an 23 a viz Meurzh 1952 en Illinois) a zo ur skrivagner amerikan romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi. Brudet eo dreist-holl evit e drilogiezh war Meurzh hag he douarfurmadur: Red Mars, Green Mars ha Blue Mars.
Adalek ar penn-kentañ en deus graet berzh e skridoù, kement a berzh ar skrid-burutellerien hag a berzh al lennerien. Hag evit kalz tud ez eo eñ hiziv an deiz unan eus ar gwellañ skrivagnerien skiant-faltazi pe zoken lennegezh.
E oberennoù a zo enno dalc'hmat temoù ekologel ha sokiologel. E romantoù a zo alies disoc'h bloavezhioù a enklask, evel e drilogiezh war Meurzh a zo bet skrivet war lerc'h 15 bloaz enklask.