Klaus Iohannis

Klaus Iohannis
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRoumania Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKlaus Werner Iohannis, Klaus Werner Iohannis Kemmañ
Anv ganedigezhKlaus Iohannis Kemmañ
Anv-bihanKlaus Kemmañ
Anv-familhIohannis Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Mez 1959 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSibiu Kemmañ
PriedCarmen Iohannis Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetroumaneg, saozneg, alamaneg, galleg Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
ImplijerSamuel von Brukenthal National College Kemmañ
Bet war ar studi eBabeș-Bolyai University Kemmañ
Lec'h annezCotroceni Palace Kemmañ
Lec'h labourBukarest, Sibiu Kemmañ
Strollad politikelNational Liberal Party, Democratic Forum of Germans in Romania, independent politician Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2019 Romanian presidential election, 2014 Romanian presidential election Kemmañ
RelijionEvangelical Church of Augustan Confession in Romania Kemmañ
Ideologiezh politikelMirouriezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.iohannispresedinte.ro/ Kemmañ
Klaus Iohannis e 2015

Klaus Werner Iohannis zo ur politiker eus Roumania. Prezidant ar Republik eo abaoe an 21 a viz Kerzu 2014. A-raok e oa bet, e-pad 14 vloaz (2000-2014), maer kêr Sibiu, e Transilvania, en anv ur gostezenn bolitikel vihan, Demokratisches Forum der Deutschen in Rumänien, strollad alamanegerien Roumania. Bez' eo Klaus Iohannis unan eus alamanegerien Transilvania, ur gumuniezh vihan a dud diazezet eno abaoe an XIIvet kantved. Addilennet e voe aes e penn an ti-kêr e 2004. Gant Iohannis eo deuet Sibiu da vezañ unan eus al lec'hioù a sach ar muiañ a douristed e Roumania, ha "Kêr-benn Europat ar Sevenadur" e voe e 2007.

E C'hwevrer 2013 e oa aet Iohannis e-barzh ar Partidul Naţional Liberal (PNL) hag asantiñ a reas mont da vesprezidant ar gostezenn-se.

E 2014 e oa aet war ar renk evit bezañ prezidant Roumania e dilennadeg miz Du er bloavezh-se. En dro gentañ e erruas da eil, gant 30% eus ar mouezhioù, goude Victor Ponta (40% eus ar mouezhioù). En eil tro avat, d'ar 16 a viz Du 2014, e voe dilennet da bempvet Prezidant Roumania. Ha kroget en doa gant e respet d'an 21 a viz Kerzu er bloavezh-se.

Er bloavezh 2023, an Economist Democracy Index en doa lakaet Roumania evel diwezhañ bro eus an Unvaniezh Europat (EU) a-fed demokratelezh,[1][2] a-dreñv Hungaria aotrouniek Viktor Orbán.[3][4][5][6][7] Ouzhpennet e oa bet amzer d'e resped dre nuladur dilennadegoù prezidant Roumania 2024, met dilezet en deus e garg a-benn ar fin e miz C'hwevrer 2025.

  1. Report eiu.com
  2. Romania, last among EU countries in the Economist's annual Democracy Index (3 a viz C'hwevrer 2023).
  3. România, cea mai slabă democrație din Uniunea Europeană. "Societatea noastră este prinsă într-un cerc vicios" (2 a viz C'hwevrer 2023).
  4. "Indexul democrației: România e pe ultimul loc în UE" (2 a viz C'hwevrer 2023). 
  5. The Economist: România are o democrație "deficitară" și este pe ultimul loc în rândul țărilor UE
    (ro)
    . Euronews Romania (2 a viz C'hwevrer 2023).
  6. Pricop, Sebastian (2 a viz C'hwevrer 2023). România are o democrație "deficitară" și e pe ultimul loc în UE, potrivit clasamentului anual realizat de the Economist
    (ro)
    . Libertatea.
  7. Anton, Christian (2 a viz C'hwevrer 2023). The Economist: România, pe ultimul loc în UE la capitolul democrație. Care sunt cele mai consolidate democrații din lume
    (ro)
    . Știrile PRO TV.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne