Klaus Mann (18 a viz Du 1906 e München - 21 a viz Mae 1949 e Cannes) zo ur skrivagner alamanek hag en deus enebet ouzh an naziegezh adalek 1925. Mab ar skrivagner Thomas Mann e oa. Kuitaat a reas Alamagn pa voe kemeret ar galloud gant an Nazied e 1933. Kemer a reas perzh en Eil Brezel-bed en arme stadunanat.