Ur c'hloc'hdi[1] zo un doare tour, war un iliz, uhel pe uheloc'h, ma'z eus ur c'hloc'h pe meur a hini. Peurvuiañ e lavarer tour an iliz, ha netra ken, pe neuze gant anv ar barrez: tour Plouenan, tour Plouvorn.
Garidoù a vez a-wechoù e lein an tour. Un aspled mein ez int, toull-didoull, hag a vez ouzh hent-tro kloc'hdioù zo.