Kodianidigezh

Kodianidigezh Peter Stuyvesant e New Amsterdam (livet gant Charles Hemstreet)
Bagad soudarded kodianet gant troadeien japanat e-doug Emgann Singapour.

E-doug prantadoù brezel e c’hell bezañ kodianidigezh[1] bagadoù soudarded, un tiriad, ur c'hreñvlec'h, ul lestr pe armoù pe dre an nerzh pe dre un emglev gant an nerzh enebour. Evit ur bagad dibar pe ur gêr hag un tiriad e c’hell talvezout an emglev. Ur Stad emveliek a c'hell kodianañ goude bezañ kollet ur brezel, alies dre sinañ un emglev peoc'h pe un emglev kodianañ. Ur godianidigezh war un dachenn-emgann, gant un hinienn pe urzhiet gant un ofiser, a laka ar soudarded-se da dreiñ da brizonidi brezel gwarezet hiziv-an-deiz gant Kenemglevioù Geneva.

  1. Geriadur Ménard, 2020, p. 208-a. Deveret eo ar ger eus ar verb kodianañ (Geriadur An Here, 2001, p. 759-b) ha n’eo ket bet testeniekaet a-raok 1938 hervez Devri. Gwelit ivez meur a skouer e Geriaoueg ha notennoù yezh Yeun ar Gow, Hor Yezh, 2000, p. 80 (ISBN 2-910699-43-9).

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne