Konon (henc'hresianeg: Κόνων, Konon) (ganet a-raok 444 a-raok J.-K.– marvet goude 394 a-raok J.-K.) a oa ur jeneral eus Aten e diwezh Brezel ar Peloponnesos. E karg eus listri Aten e oa pas c'hoarvezas emgann Aigos Potamoi ma voe faezhet Ateniz penn-da-benn gant listri Sparta. Diwezhatoc'h avat e faezhas listri Sparta gant sikour ar Bersed hag ur roll a-bouez en doa en adsavidigezh galloud politikel ha milourel Aten.