Konrad Witz

Sant Kristof gant Konrad Witz (e-tro 1435), Kunstmuseum Basel

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Konrad Witz (e-tro 1400-1410, marteze a-walc'h e Rottweil (Württemberg/Alamagn) - goañv 1445/nevez-amzer 1446 e Basel/Suis) a oa ul livour alaman a labouras dreist-holl e Basel e Suis.

Brudet eo Witz evit bezañ savet tri aoter, me chom nemet lodennoù anezho. E-tro 1435 e savas hini Heilspiegel (e Kunstmuseum Basel, ha tammoù all e mirdioù all), hini ar Werc'hez (e-tro 1440), a liammer ouzh panelloù a zo hiziv an deiz e Basel, Nürnberg ha Straßburg (Musée de l’Œuvre Notre-Dame), ha hini sant Pêr (1444) e Musée d'Art et d'Histoire e Geneva. Soñjal a reer n'eo ket liammet e livadur eus Sant Kristof ouzh e aoterioù. Oberennoù all gantañ a zo e mirdioù Napoli, Berlin ha new York (dastumad Frick).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne