Kontelezh Gelder c. 1350 |
Kontelezh Gelder, a deuas da vout dugelezh Gelder e dibenn an XIIvet kantved, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel. E deroù ar XVIvet kantved e voe ebarzhet e kelc'hiad Bourgogn, p'emañ hiriv en Izelvroioù.
Anvet eo an dugelezh diwar-lerc'h kêr Gelder, a zo en Alamagn hiriv, petra bennak m'emañ an darn vrasañ anezhi e proviñs Gelderland, en Izelvroioù. En dugelezh ouzhpenn e oa douaroù eus proviñs izelvroat Limburg hag un darn eus stad alaman Nordrhein-Westfalen a oa aet gant Prusia en 1713.