Iskevrennad eus | amzer ![]() |
---|---|
Danvez implijet | aezhenn dour, droplet, ice crystal ![]() |
Efed | sun dog ![]() |
Studiet gant | nephology ![]() |
Digital Atlas of Idaho URL | https://digitalatlas.cose.isu.edu/clima/imaging/cldfr.htm ![]() |
Arouezenn Unicode | ☁ ![]() |
Ar c'houmoul (eus al latin cumulus) , pe ar c'hoabr, a zo anezho un tolpad partikulennoù, bannigoù dour pe skorn kristalekaet, hag a chom toueziet en aer en oabl. Kemm a ra neuz ar c'houmoul hervez ar gouloù , ha hervez kementad, ment ha dasparzhañ ar partikulennoù.
Eus glizhennadur aezhenn dour a zo en aer e teu ar bannigoù dour. Hervez ar temperadur e c'hell an aer endelc'her muioc'h a aezhenn ha pa vez tomm e c'hell tapout muioc'h a aezhenn, houmañ ur seurt gaz diwel. Ar c'helenn pennañ a bled gant ar c'houmoul a zo an oablouriezh gant un iskelenn, ar c'houmoulouriezh. Houmañ a zo ivez lodenn an hinouriezh, dezhi ar pal studiañ an hinoù, ar re a zo hiziv hag ar re a zo bet.