Krennoadvezh ar maen zo ur prantad eus ar Ragistor hag a heuilh an Epipaleolitik, war-dro 10 500 vloaz zo. Merket eo gant kemmoù ekonomikel ha sokial ken bras ez eus bet graet anezhañ kentañ prantad ar c'hentistor en Europa gant skrivagnerien zo. Klotañ a ra ar prantad-se eus istor Mab-den gant prantad hin ar "Boreal" (hervez labour Köppen) merket gant diorroadur ar c'hoadoù. Kregiñ a ra neuze ar poblañsoù epipaleolitik da vevañ er memes lec'hioù en un doare chomidik ha diorren tamm-ha-tamm ul labour-douar hep damesadur eus ar spesadoù plant eostet, e-kichen an obererezh preizhañ. Echuiñ a ra Krennoadvezh ar maen gant deroù implij ar spesadoù plant ha loened doñv nebeut-ha-nebeut e-pad an Neolitik, betek war-dro 4 300 BP en Norzheuropa[1].