Kroaz ar Su (Crux, berraet e Cru) zo ur steredeg eus an hanterzouar su. An hini vihanañ eus an holl steredegoù eo.
Talvoudus eo Kroaz ar Su evit kavout penn-ahel su an oabl. En hanterzouar su, pa n'eus ket ur steredenn heñvel ouzh Sterenn an hanterzouar norzh (α Ursae Minoris) eo σ Oktant an hini dostañ d'ar penn-ahel, met n'eo ket skedus a-walc'h evit bezañ talvoudus) ha neuze e vez implijet div steredenn eus Kroaz ar Su evit kavout anezhañ : pa heulier al linenn etre Akruks (α) ha Gakruks (γ) war-hed 4,5 gwezh al lec'hed zo etre an div steredenn (da lâret eo ~25° e Su Akrux) e kaver ur poent tost da Su an oabl.
Gallout a reer ivez tresañ ul linenn etre α Centauri hag α Cir. El lec'h ma kroaz an eeunenn-se an hini deskrivet kent emañ Su an oabl.