Krouzh a reer e brezhoneg eus ur benveg dre gerdin kar d'al ludoù ha d'al lourennoù. Emdroet eo eus al lourenn e gwirionez, en ur vont war-du ar violin dre e wareg. En Europa a-bezh e veze sonet gwechall kent mont hogozik da get nemet e Kembre ma'z eo chomet hengounel abaoe an XIIvet kantved, ur 400 vloaz bennak kent ganedigezh ar violin e Lombardia.