E Roazhon emañ Kuzul Rannvroel Breizh, karget da verañ Rannvro Breizh. Ennañ ez eus 83 c'huzulier (dilennet evit 6 vloaz).
Lodennet eo ar plasoù dre zepartamant.
Peogwir n'emañ ket al Liger-Atlantel ent-ofisiel e Rannvro velestradurel Breizh (daoust m'emañ hervez an istor), n'eus kuzulier ebet evit an departamant-se.
Loïg Chesnais-Girard eo prezidant ar C'huzul-rannvro abaoe an 22 a viz Mezheven 2017.