Kyknos (mab Ares)


Emgann etre Herakles ha Kyknos, amforenn atikat gant dremmoù du, war-dro 550-530 kent JK, British Museum.

Kyknos (Κύκνος / Kýknos e henc'hresianeg, alarc'h), a oa mab d'an doue Ares ha da b-Pelopeia, a vez kaoz anezhañ evel eus ur Ramz e mojennoù Hellaz kozh (hervez tud zo ne oa ket ur ramz).

Kontet eo ar vojenn e-barzh ur varzhoneg, Skoed Herakles, savet war-dro 590-560 kent JK, gant un den a greded e oa Hesiodos. Met meret e oa bet an danvez-se a-raok e delwennoù koshoc'h: en Akropol Aten, e Delfi, en Amykles.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne