La Grande Vadrouille (ar c'haloupadeg veur) zo ur film gall ha saoz, bet sevenet gant Gérard Oury e 1966. Berzh en deus graet kenañ rak gant 17 milion a arvesterien eo bet ar film gall gwelet ar muiañ e-pad 40 bloaz, a-raok an hini a reas muioc'h c'hoazh, Bienvenue chez les Ch'tis.
C'hoarvezout a ra ar film-mañ e-kerzh an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall. Kontañ a ra istor daou C'hall hag a zo rediet da sikour tri bleiner kirri-nij saoz a zo bet diskaret o c'harr-nij gant an Alamaned. C'hoariet eo an daou C'hall-se gant Bourvil ha Louis de Funès.
C'hoariet o doa dija e-barzh ur gomedienn all, Le Corniaud, sevenet ivez gant Gérard Oury.