La Poste (Bro-C'hall)

Boest post gall.
Dor un ti-post gall e Lille, gant an anv istorel PTT.

La Poste (Ar Post, e brezhoneg diofisiel) eo anv an embregerezh pennañ karget da gas ha da zegas lizheroù e Bro-C'hall (koulz e tachenn Europa hag en departamantoù tramor). E-pad pell en doa an embregerezh-se ur statud monopol, met abaoe ar 1 a viz Genver 2011 eo digor penn-da-benn ar skignañ lizheroù ha pakadennoù e Bro-C'hall d'ar c'hevezerezh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne