Poltred un itron yaouank (La Fornarina en italianeg) zo un eoullivadur war goad gant Raffaello Sanzio graet etre 1518 ha 1519. Sinet eo an oberenn war dro-vrec'h an itron: “RAPHAEL URBINAS”.
Poltred ar vaouez karet gant Raffaello eo, anvet Margherita Luti, anavezet ivez evel Luzi pe Luzzi, merc'h da Francesco Senese (Francesco Luti di Siena). Hi ivez eo an Donna Velata, poltredet en un oberenn all.