Lady zo un titl saoznek roet da vaouezed zo, kevatal gant itron. Sterioù disheñvel a c'hall kaout hervez ar mareoù hag ar broioù.
E Breizh-Veur e vez roet an titl-se da vaouezed a renk uhel, ha "Lord" eo he c'hevatal evit ar baotred. Gallout a ra bezañ ur vaouez a noblañs, pe gwreg ur paotr a noblañs pe e verc'h. E broioù afrikan zo izili eus Kenglad ar Broadoù e vez implijet ivez evit maouezed a renk uhel.
E saozneg a-vremañ eo ivez un titl roet da forzh peseurt maouez evit bezañ seven, evel itron e brezhoneg, ha "gentleman" eo he c'hontrol. Implijet e vez e troioù-lavar saoznek evel ladies and gentlemen ("Itronezed hag Aotrouien"). Ur skouer all : "Ladies" ha "Gentlemen" a vez skrivet war dorioù ar privezioù foran er broioù saoznek. Er relijion e vez graet gant "Our Lady" (hon Itron) evit treiñ al latin Domina Nostra, da lavaret eo Itron Varia. Er Stadoù-Unanet e vez roet ent-ofisiel an titl a "First Lady" (Itron gentañ) da wreg prezidant ar vro.