Landgraviezh Hessen-Darmstadt (Landgrafschaft Hessen-Darmstadt en alamaneg) (1567–1806) a oa ul landgraviezh en Impalaeriezh Santel Roman ha Darmstadt e oa ar gêr-benn.
Savet e voe e 1567 goude rannidigezh landgraviezh Hessen etre pevar mab Phillip von Hessen, diwezhañ landgrav Hessen.
E mare brezelioù Napoleon, pa voe diskaret an Impalaeriezh Santel Roman e 1806, e teuas da vout Dugelezh-Veur Hessen hag ar Roen a badas betek 1918. Neuze e voe ebarzhet e Republik Weimar.