Lanzelet zo ur romant alamanek e gwerzennoù, 9 400 linenn zo anezhañ, savet gant Ulrich von Zatzikhoven goude 1194. Ar skrid kentañ diwar-benn Lanselod en alamaneg eo[1], rak diwar-benn tud all eo oberennoù Walther von der Vogelweide, Hartmann von Aue ha Wolfram von Eschenbach.
Savet eo diwar ul levr gallek a greder. Heñvelderioù zo gant Lanselod Chrétien de Troyes, evel skrapidigezh Lanselod pa oa ganet. Hogen disheñvelderioù bras zo ivez. Dalc'hmat e vez hini Chrétien etre paouez hag ober pa vez dinec'h-bras hini Zatzikhoven.