Laou-pafalek

Ul laouenn bafalek
Laou-pafalek er c'haol
Laou-pafalek er malgudennoù

Al laou-pafalek, pe laou-faraon (Phtirus pubis), zo laou a gemer o aez e blev-gaol an dud, pe etre o divfeskenn, hag a sun o gwad. En isurzhiad an anoplura emaint, ha kiriek int d'ar ftiriaz.

Disheñvel eo o neuz, evel o annez, diouzh re al laou all, laou-penn pe laou-korf. Bihanik int, dezho 2 pe 3 mm hed, ha heñvel int ouzh kranked. Kreñvoc'h eo o meudoù eget re al laou-penn.

Tapet e vezont gant an dud e-kerzh oberoù an embarañ. Gallout a reont kavout bod e blev an divhar pe an divvrec'h, hag en ambrantoù ha blev ar penn zoken.



From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne