Laurent de La Hire

Theseüs hag Aetra
Cornelia a nac'h kurunenn ar Btolemeed

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Laurent de La Hire (pe : La Hyre) (27 a viz C'hwevrer 1606 e Pariz - 28 a viz Kerzu 1656) a oa ul livour gall eus ar XVIIvet kantved.

Moarvat e teskas ar vicher gant Georges Lallemant hag e studias oberoù Primaticcio e kastell Fontainebleau, met biskoazh ne vije aet da Italia.

La Hyre zo ur skouer eus an attegelezh (ger savet diwar Attika, ur vro en Henc'hres), da lavarout eo un arz mestroniet ha sioul e-skoaz barokelezh Simon Vouet en Italia a-raok 1627.

Tad eo da Philippe de La Hire.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne