Stad | Stadoù-Unanet |
---|---|
Lec'h | Mountain Meadows Massacre Site |
Daveennoù douaroniel | 37°28′32″N 113°38′37″W |
Deiziad | 1857 |
Lazhadeg Mountain Meadows a c'hoarvezas etre ar 7 hag an 11 a viz Gwengolo 1857 en Utah, SUA, pa 'z eas un 50 pe 60 bennak a Vormoned armet eus an Utah Territorial Militia (anvet Nauvoo Legion) ha ganto Amerindianed paiout a-ziwar-dro, da lazhañ ur 120 bennak a enbroidi, eus Arkansas evit an darn vrasañ anezho, hag a oa en o c'hirri war o hent da Galifornia. Kement-se a c'hoarvezas e traoñienn Mountain Meadows, ur 55 km er mervent da gêr Cedar City, e-kerzh brezel Utah, etre ar Stadoù-Unanet hag ar Vormoned.
Ne chomas bev nemet 17 bugel dindan 6 vloaz.