Rann eus | brezel diabarzh Irak (2014-2017), Genocide of Yazidis by ISIL |
---|---|
Stad | Irak |
Lec'h | Sinjar |
Daveennoù douaroniel | 36°22′0″N 41°43′19″E |
Deiziad | Eost 2014 |
Oberour | Stad Islamour |
Lazhadeg Sinjar a voe ul lazhadeg ramzel 5000 den Yazidi e kêr Sinjar (Kurdek: شنگال Şingal) ha distrikt Sinjar en Irak e gouarnamant Nineveh gant izili an aozadur Stad Islamek e miz Eost 2014. An darvoud-se a oa kroget pa voe un argadenn gant ar Stad Islamek war kêr Sinjar d'an 3 a viz Eost e-pad argadenn ar Stad Islamek e miz Eost 2014.
An doktor Noori Abdulrahman, penn departamant kenurzhiañ gouarnamant lec'hel Kurdistan Irak, a zisklêr e oa kampagn an 3 a viz Eost unan awenet gant an demografiezh ha kadoniezh a-berzh ar Stad Islamek evit na oa abeget gant ar relijion. Hervezañ ar Stad Islamek a c'hoantae bountañ ar Gurded er-maez eus douaroù ar Yazidi evit degas eno Arabed leal dezho.
D'an 8 a viz Eost 2014, Stadoù-Unanet Amerika a respontas gant bombezadegoù war hentoù dezougen ar Stad Islamek hag e unvezioù stourm e Norzh Irak, ar pezh a voe deroù ur brezel gant meur a vro engouestlet a-enep ar Stad Islamek. Harp ar PKK ha hini an YPG a redias darn eus an 50000 Yazidi a veve eno da dec'hout kuit dre venezioù Sinjar da c'hortoz bezañ distaolet.
D'ar 17 a viz Kerzu 2014, ar Peshmerga kurdek, PKK ha nerzhioù an YPG, a oa krog da dagañ Sinjar gant harp bombezadegoù an USAF.