Fusil Modèle 1886 | |
---|---|
Ur fuzuilh "Modèle 1886" pe Lebel | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 8 × 50 mm R (adanvet 8 × 51 mm R abaoe 2015 evit chom hep droukveskañ gant an 8 × 50 mm Steyr-Mannlicher) |
Produerien | Manufacture d'Armes de Châtellerault Manufacture d'Armes de Saint-Étienne Manufacture d'Armes de Tulle |
Mare implij | 1886–1920 (Bro-C'hall) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,180 kg |
Mas (karget) | 4,415 kg |
Mas (karget, gant he baionetez) | 4,890 kg |
Hirder | 1.307 mm (1.825 mm gant he baionetez) |
Hirder ar c'hanol | 800 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 250 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | Etre 632 ha 840 m/s hervez ar gartouchenn |
Endalc'h | 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D2 (munision e rummad C) |
Ar fuzuilh Lebel, pe Fusil modèle 1886 hervez e anv ofisiel e galleg, a oa bet dibabet gant an Arme c'hall e miz Mae 1887 da gemer plas ar fuzuilh Gras Modèle 1874.
Brudet eo evit bezañ bet arm-skoaz diazez an droadeien c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Implijet e oa bet un tamm da vare an Eil Brezel-bed, ha goude-se e brezelioù didrevadenniñ kreiz an XXvet kantved e-lec'h ma veze roet d'ar strolladoù a stourme asambles gant an arme c'hall. Lesanvet e voe ar fuzuilh gant anv unan eus an ofiserien a gemeras perzh er bodad-labour evit he sevel, ar c'horonal Nicolas Lebel, komandant kamp Châlons (e Mourmelon) e-lec'h ma voe kaset an amprouennoù[1].
Gellet a rae an arm bezañ pourveziet gant 10 kartouchenn kalibr 8 × 50 R mm. Ar fuzuilh Lebel a oa an hini gentañ er bed oc'h ober gant kartouchennoù enne poultr hep moged (« poultr B », savet diwar nitroseluloz). A-drugarez d'an nevezenti-mañ e oa bet uhelaet a-galz tizh hag hed-tenn pleustrek an armoù-tan.[2]