Lee Van Cleef

Lee Van Cleef

Lee Van Cleef en Kansas City Confidential (1952)
Lee Van Cleef en Kansas City Confidential (1952)

Anv ofisiel Clarence Leroy Van Cleef, Jr.
Ganedigezh 9 a viz Genver 1925
Somerville, New Jersey
Broadelezh stadunanat
Marvedigezh 16 a viz Kerzu 1989
Micher(ioù) aktor
IMDB nm0001812

Clarence Leroy Van Cleef, Jr., ganet d'an 9 a viz Genver 1925 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Kerzu 1989, a oa un aktour stadunanat. Brudet e oa evit e rolloù er filmoù Western Spaghetti evel For A Few Dollars More pe The Good, the Bad and the Ugly. Gant un dremm drouk, daoulagad lemm, nac'het en devoa lakaat adsevel e fri evit c'hoari rolloù tud hegarat pa oa kroget da vezañ aktour evel er film High Noon. Dre-se e oa bet stanket gant rolloù bihan torfedourien vut. E-pad un degad a vloavezhioù e oa kendalc'het evel-se ha deuet da vezañ un aktour skouer eus an dud vil munut. Ne teue ket a-benn da lakaat war-raok e zonezon evel aktour. Goude bezañ bet gloazet don en ur gwallzarvoud karr-tan, Van Cleef a oa kroget da vezañ dic'hoanaget gant e hent micherel. Nebeut amzer war-lerc'h e voe roet dezhañ ur roll gwir gant Sergio Leone er film For a Few Dollars More. Ar film-se en doa graet berzh bras er box-office, dreist-holl en Europa.

Lee Van Cleef en Death Rides a Horse (1967)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne