Leitha
| |
---|---|
Al Leitha e-kichen Kleinwolkersdorf | |
Statud | stêr |
Hirder | 182 km |
Uhelder an eienenn | ? m |
Kas keitat | 8,14 m³/s |
Gorread an diazad | 2 138,1 km² |
Bro(ioù) douret | Aostria, Hungaria |
Diazad stêrioù |
Danav |
En em daol e | Danav (brec'h) |
Ledander er genoù | ? |
Andon | kember ar Schwarza hag ar Pitten |
Adstêrioù | ? |
Al Leitha (en alamaneg ; Lajta en hungareg) zo ur stêr en Aostria hag Hungaria, adstêr d'an Danav war e lez dehoù.
En Aostria-Izel emañ eien al Leitha, ganet diwar kember div wazh-dour, ar Schwarza hag ar Pitten, nepell diouzh Wiener Neustadt. E meur a lec'h e verk ar vevenn etre Aostria-Izel ha Burgenland.
E-kichen Mosonmagyaróvár, en Hungaria, en em daol er Mosoni Duna, unan eus brec'hioù an Danav.