Iskevrennad eus | military legion, Roman military unit ![]() |
---|---|
Rann eus | lu roman ![]() |
Stad | Henroma ![]() |
Lec'h | Proviñs roman ![]() |
Roll elfennoù | list of Roman legions ![]() |
Al lejion (legio e latin, eus ar verb legere "sevel un arme") e oa strollad diazez an Arme roman adalek mare Henroma betek diwezh an impalaeriezh roman. Kemmañ a reas kalz aozadur al lejionoù gant an amzer met e prantad Republik Roma e kaved enne war-dro 6000 troadeg, rannet e manipuli ha diwezhatoc'h e cohortes. Rannet e veze ar re-se e centuriae. A-drugarez da varregezh ha da niver e lejionoù e teuas Roma da vezañ an nerzh milourel ha politikel pennañ e kornôg Europa, Norzhafrika hag ar Reter-Nesañ etre - 300 ha 200.
E-pad ar pep brasañ eus an Impalaeriezh roman e voe al lejionoù ul lodenn eus an arme hag he zroadegiezh pounner gwellañ. Tutaet e veze al lejionerien e-touez keodediz Roma hepken (sujidi ar proviñsoù a rae o amzer e-barzh ar bagadoù skoazell a c'houneze ar gwirioù keodedad pa veze echuet o amzer en un doare enorus)[1]. Bagadoù bihan a varc'hegerien a oa e pep lejion. An arme roman a oa enni bagadoù skoazell dreist-holl, e-doug ar pep brasañ eus prantad an impalaeriezh[2]. Pourchas a raent troadeien ouzhpenn hag ar pep brasañ eus marc'hegerien an arme roman.
Abalamour d'ar berzh a reas armeoù Republik Roma hag an Impalaeriezh roman e voe sellet e-pad pell ouzh al lejionoù evel patrom ar varregezh hag an efedusted evit an armeoù.