Al Lemovices a oa unan eus pobloù Galia, diazezet er pezh zo bremañ Bro-Lemojez. Durotincon pe Durotincum e oa o c’hêr-benn, war a seblant, en eil kantved kent J.K. (Sent Gençan hiziv). Ur wech bet aloubet ar vro gant ar Romaned e oa Augustoritum o c’hêr-benn, hag a zo deuet da vezañ Lemojez.
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Arverni er reter, Bituriges en hanternoz, Pictones er gwalarn, Santones er c’hornôg ha Petrocorii er c'hreisteiz.
Meneg anezho a ra Julius Caesar e-touez ar pobloù a oa savet a-du gant emsavadeg Verkingetorix[1] er bloavezh 52 kent JK. Kas a rejont 10000 den da zifenn Alesia.
Pinvidik e oa douaroù o bro : mengleuzioù aour a oa enno ha korvoet e vezent. Kenwerzhourien akuit e oant ivez.