Lennegezh vrezhonek

Ken kozh ha diwezh an Xvet kantved goude J.-K. e seblant bezañ ar skrid brezhonek koshañ, nemet ne gaver ket ur wir destenn a-raok kreiz ar XVvet kantved a c'hell bezañ renket evel roudenn gentañ al lennegezh vrezhonek. Gant Arzel Even[1] ha Yann-Ber Piriou[2] ez eo bet sachet an evezh war ar fed m'eo bet kollet kazi an holl dornskridoù brezhonek savet a-raok donedigezh ar moullañ. Al lennegezh vrezhonek kollet eo anv ar yoc'h a skridoù lennegezh a c'heller goulakaat ez eus bet anezho er Grennamzer.

  1. Arzel Even, Hol lennegezh kollet. Al Liamm niv. 111, Gouere-Eost 1965, pp. 252-260.
  2. Contribution à une histoire de la littérature bretonne perdue, tezenn, Skol-veur Roazhon 2, 1982.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne