Les Goristes zo ur strollad kanerien c'hallek bet savet e 1991 e Brest. Ar re-se a zo, e gwirionez, ur strollad « a-bouez » eus Brest. Ingal e vez graet goap gante ouzh ar vuhez politikel lec'hel, ouzh buhez ar Vrestiz hag ouzh ar vuhez dre-vras. Aes-tre eo mont e-barzh an istorioù-se a ziskouez mat troioù kamm ar vezañs.