Lestr ar Folled

Lestr ar Folled zo un alegorienn ganet e Levrenn VI Ar Republik, gant Platon, diwar-benn ul lestr hep sturier, kaset gant tud dizesk, diboell, pe ankouaus. Prest eo ar strollad tud da lazhañ kement hini a zo war e hent, da vadaouiñ ar c'habiten diouzh ret. Ar gwir gabiten, hag a oar diouzh ar stered hag an avel, a zo didalvoud a-grenn hervez an engroez. Hervez alegorienn Platon eo heñvel ar prederour pa vez graet fae warnañ gant ar stad.

Het narrenschip, livet gant Hieronymus Bosch war-dro 1500.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne